Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 105 —



Ur soudard christen


Ac ez eo caër gvelet ar re a ranc divroa, mont pell pell diouz o zud, ac ez eo caer gvelet anezo o telc’her mad d’al lezenn gristen ! Pebez vad a reont, dezo o-unan ha d’ar re all. Etre kear Alre ac Anna Venet, oa un den torred gat al labour, ac a veze clanv aliez, eb den ebed da zelc’her bara deza, nemet ur mab. Petra deui-me da veza, eme Marc Thomas, petra deui-me da veza, ma ranc Vicent mont da zoudard. Mont a rancas, ac e dad, ur christen diouz ar penn, a zoublas da volontez Doue. Pa guitaas an den iaouanc, e lavaras e dad deza caout sonj e oa bet voested ha consacred d’ar Verc’hez, ac en devise digemer