Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/120

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —



III


Ar vrassa poan e d-oa ar Verc’hez e bro an Ejip, oa gvelet ar pec’hejou a ree ar vroïs paian-se : kement e care an Aotrou Doue, ac kement a druez e d-oa ouz an dud keiz, a vele o vont a-err varzu an Ifern. Ha me, perac e raan ken nebeud a van eus ar pec’hejou, perac e reont ken nebeud a boan d’in ? Siouaz ! nebeud e caran va Doue ; re nebeud a joa am euz ouz an eneou prened ganta o vervel evito.

Evit plizout da Vari, lacaït ho poan da zistruja ar pec’hed ennoc’h ac er re all. Ar Verc’hez a c’hounezas eleiz a eneou da Zoue e bro an Ejip, o pedi evito. O ! grit eveldi.