Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 103 —
II
Ar Verc’hez, paour evel ma oa eno, er vro bell-se, a ranke sousia eus e zi, ac evelato ne leze ket a-gostez e fedennou custum. Diouallit na deufe deoc’h lezel ho teveriou e kever Doue, var zigarez oc’h aferou all. Peur eo, ez euz muia izom da bedi ? Pa vezer trist, eme an Abostol, pa vez poaniou spered ha poaniou corf. Mari, en ur vro bell,etouez peb seurt guall-dud, a vevas eaz ha countant avoalc’h. Perac ? Pedi Doue a ree, ac o veza ma edo Jesus ganti, e d-oa joa ouz e foan. Beza gant Jesus, setu eno ar guir joauzdet, ha n’euz ini all ebed.