mad, evit kemeret Sebastopol. An ini a oa, an deiz a-raog, o clasc en em ganna, a oe tized gant un tenn, a gouezas d’an douar, ac a oa o vont da veza flastred dindan treid ar c’hezeg. An ini en doa revuzed en em ganna outa, a zammas aneza var e scoaz, ac cass aneza en ul leac’h sur. Pa velas, goude-ze, piou en doa e saveteed, e oe souezed maro. Penaoz, emeza, et euz galled ker buan-se en em denna, me var da scoaz, eus etre daouarn ar Russianet ? — Pedi em euz greet an Itron Varia, eme ar soudard mad ha caloneg, ac e deuz digassed e elez d’am zicour. Red-mad oa d’in savetei da vuez d’it, rac deac’h es boa c’hoant d’am laza. — Guir eo, eme egile, gvelet ac’hanot un den mad a ree poan d’in, ac anez da vadelez, oan maro brema. Mes, iviziken, me vezo
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/123
Neuz