Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —

en d-euz kement a joa ouz ar baourentez, ma eo deuet eus an Ee, eleac’h ne gave paourentez ebed, var an douar, e-leac’h ma en d-euz e c’haved. Pa ho pezo berrentez ac izom, en em glemmit ouz Mari, ac i, evel ur vam dener, a entento ouzoc’h (a gavo deoc’h ar Baradoz). Mard-ôc’h pinvidic, dalc’hit ho calon distag diouz an danvez. Diouallit d’en em glasc re, en dibri, en eva, er guisca ; rac re a zigorou ac a stad eus ar c’horf a zispliz d’ar Verc’hez, bet paour e-unan. Arabat ive ober fae var ar paour, na beza criz outa. Grit vad deza, ac ar Verc’hez e devezo mui-ouz-vui a joa ouzoc’h, evel pa ve dezi e-unan ha da Jesus, ho pe great aluzenn.