Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/117

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 101 —



MIDITA


Beza distag diouz madou ar bed. Distruja ar pec’hed


I


Pa erruas en Ejip, Mari ne gavas eno na peadra d’en em vaga, na peadra d’en em visca, na ti ebed da ziscuiza diouz-tu enna, goude ar seurt beach.

Sonjit pegen paour en em gavas, pegement e rancas espern evit beva ar Mabic Jesus, gant pebez carantez e tiouere e-unan peb tra evita. Mar oc’h euz c’hoant e ve oc’h alvocadez en Ee, grit eveldi, bevit countant evel m’emaôc’h. Mar d-ôc’h paour, diouallit n’ho pe re a avi ouz ar madou braz ac ouz ar vuez eaz. Doue