Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 94 —

Satan da ober brezel da Jesus en ho calon. Ker buan ha ma ve ganed eno, e teu an droug-spered, ar bed ac ar c’hic da glasc rei deza taol ar maro. Ha neket guir-ta, pa vezit bet o communia ho pevez aliez muioc’h a zonjou fall, a fall-galon ac a zic’hout da bedi ? Satan, o clasc ho tic’houti diouz ar gommunion ! Mes, dalc’hit-mad, arpit outa, ha grit ho tevosion evelato. Silaouit ive au Eal, o lavaret da Josef : Tec’het. Tec’hit ive araog ar guall-compagnunet ; na rit van evit goaperez ; diouallit n’ho pê aoun rag ar seurt idolou-ze ; coueza a raïnt var o fenn dirac Jesus.


II


Kemerit ar c’hrouadur ac e Vam, eme an Eal da Joseph. — Ia, ac an dillad d’en em visca ? ac ar bevans