Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 93 —



MIDITA


Mont el leac’h ac er stad ma fell da Zoue


I


Un Eal a deuas da lavaret da Josepli : Savit ha tec’hit kuit… Da biou eo tec’het ? ha da beleac’h ez aï ? Jesus-Christ nevez ganed eo a ranc tec’het kuit. E vro, bro e dud, kement er c’hare eno, kement a c’halle caout, eo a ranc da guitaat. A veac’h eo deuet er bed, ma clasker caout e vuez. A vianic en em gav var ent ar poaniou, var ent ar groaz, ac ez aï gant an ent-se bete menez Calvar, eleac’h ma varvo dre garantez evidoc’h. Ac evelato, pegen digalon ôc’h o vont var e lerc’h, goude m’en d-euz digoret an ent deoc’h ! Sonjit ive pegen aliez e teu