Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —

vez ganed. An tirant-se a reas laza, e Betleem, ann oll vugale vian, en esper laza Jesus-Christ gant ar vugale all eus e oad. Doue a gassas un Eal da lavaret da Josef tec’het, ha mont d’an Ejip, gant ar Mabic Jesus ac e Vam.

Eus an oll veachou o d-euz great gant Jesus, Mari ha Josef, beach an Ejip a oe ar poaniussa. Mont a rancsont diouz-tu en ent, eb netra brest, ac e oe red dezo clasc repu etouez tud estren a païanet. Pa en em gavas Jesus var douar an Ejip, e oe gveled idolou an doueou faoz o coueza var o fen d’an douar ; ne oant ket evit choum en o zav dirag an Doue beo.