Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 95 —

evit an ent ? Ano ebet anezo gant an Eal. Jesus ha Mari, setu eno madou Josef. Ar re-ze a dlefe ive beza va oll vadou-me. Coll an oll draou-all ne ve netra, gant ma ve Jesus ha Mari ganeen. Mar choum unan, e choumint o-daou ; mar collan unan, o c’hollin o-daou. Petra rafen-me neuze, ac e ve ar bed-oll d’in ? Jesus ha Mari, oll joa va c’halon, gant ma vezin sur e choumoc’h c’hui ganeen, adie d’an oll vadou all.


III


Tec’hit ac it d’an Ejip, eme an Eal da Joseph. — D’an Ejip ? da beleac’h ? Pell diouz e vro, diouz e dud. Meur a ini a vez galved ive da vont pell diouz o bro, pell diouz o zud, diouz o mignonet. Dalc’hit atao da volontez Doue. Mar d-it er