re glanv. Un nosvez, dre e c’housc, e velas ar Verc’hez o sina dezi mont de c’haout. Eleonora, o santout e doa Mam Jesus truez outi, pa zivunas, a en em dôlas var e daoulin d’en em erbedi outi gant fizians. An deizou varlerc’h e tigouezas ganti, dre c’hras Doue, en em gaout da zilaou ur zarmon divarben trugarez an Aotrou Doue e kever ar bec’heurien ; ha divarben unan, en doa bet nac’hed e bec’hejou, a oa bet tost deza coueza en disesper, a droas gant fizians ouz ar Verc’hez, ac a oe saveteed. Comzed e oe ive divarben unan, a oa bet o coves gant sant Francez de Saal, ac o sonjal en traou udur en doa discleried, e cave deza sant Francez n’en devize istim ebed mui evita, ken na lavaras freaz sant Francez deza, n’en devise nemet mui-ouz-vui a joa outa. Eleo-
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/105
Neuz