Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —
nora, goude ar zarmon-se, o santout e ra joa, calz a joa da vinistret Jesus-Christ caout tro da harea un ene clanv, a laouenaas oll ; ac i mont da zaoulina dirag imach ar Verc’hez, en eur scuilla daelou a garantez ac a esperans ; ac e oe mall ganti discarga neat e c’houstians. — Ha ne ket, Eleonora, e cavit gras ? — A ! emezi, n’oun ket evit lavaret deoc’h pegement e cavan gras ! — Ur veich all, Eleonora, na zilaouit ket an Ærouant, mar teufe da glasc serra evelse ho kenou deoc’h. — A ! eme Eleonora, re eo cousted ar gentell-ma d’in, evit ma teufen d’e ancounac’haat ?
————