rei deza ar joa a zanter atao o tenna un ene eus a boan. Ar c’heuz a oa cre e calon Eleonora ; e c’hovesor n’e vize ket nec’hed, rac crog a oa eno d’an absolvenn. Allaz ! an diaoul mud a oe treac’h. Nac’h a reas ! setu ur sacrilach ! communia : setu ur sacrilach all ! O ! trista stad ! Eleonora e doa skiant, ac a venne mont e disesper. Clevet a ree, enni e-unan, ur vouez o lavaret dezi : Daoned e vezi, d’an ifern ez î. A veichou all e lavare an droug-eal dezi : Coulz eo d’it, brema, en em dôler d’an oll blizadurezou, ma santi joaiou an douar p’eo null d’it sonjal e joaiou an Ee. — Ac a bet ini a vez trec’hed gat ar seurt voall-zonj-se ! E zud o velet Eleonora en ur stad ken trist, a en em erbede stard, eviti, ouz ar Verc’hez, ouz an ini a zo anved Salusinfirmorum, pare ar
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/104
Neuz