Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 87 —

garezuz, en deuz lakeet en iliz ur funteun da zigass anezo pur : sacramant ar binijenn. Pebez maleur, pa ne reer nemet dua mui-ouz-vui, goude tostaat ouz ar funteun sacr-se ! Pebez maleur !! Eleonora a oa ur verc’h a garantez Doue. Ouz ar seurt tud-se, aliez, eo e stourm ar droug-spered gant ar muia ioul ; foug a vez enna pa c’hell o lacaat da goueza en ur pec’hed bennac, dreist-oll en ur pec’hed eus ar re a ra ar mui mez d’an den, ac ar re pounnerra da goves. Eleonora a gouezas en unan eus ar seurt pec’hejou-ze, outi e-unan, en ur pec’hed, ac a ree sulvui a vez dezi ma oa bet pur bete neuze. Ac ez eas trist, e-doare pa vise bet clanv, ac ez oa e guirionez. Mantred oa, ken na venne disesperi. Ne doa nemet ur gomz da lavaret d’e zad spirituel evit beza pare, ac evit