Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/102

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 86 —

Mari, o lavaret dezi rei da Zoue evidoc’h ar pezic a vad a vezo great ganeoc’h ; ha sur an donezon a blizo deza, ac e ve dister. Doue a zo falvezed ive ganta e teuze deomp, digant Mari, Jesus e Vab, ac ive ann oll vadou-all. An Tad en Ee ne c’hall revuz netra d’e Vab, nac ar Mab revuz netra d’e Vam, nac ar Vam vad-se revuz netra d’ar re a bed anezi evel ma eo dleed.

En em lacaït eta e servich ar rouanez vraz-se. Lavarit dezi kinnigen evidoc’h da Zoue kement vad a reoc’h ac goulennit diganti ar c’hras d’e c’haret.


Eleonora


An dud all, siouas ! no deuz ket an eurvad da veza pur ha neat, evel ar Verc’hez ; mes Doue, ken tru-