Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 85 —

diga- ive ur zacrifis bennac, ma tistago ho calon diouz ar re ma ve re stag outo ; ac e revuzfec’h ? Pa reas Mari e zacrifis da Zoue en templ, petra oe prometed dezi ? Merzerentiou, croaziou, poaniou braz. — An anken a dreuzo ho calon evel ur c’hleze, eme Simeon da Vari. — Evelse e ra Doue, aliez, de vella mignonet. Ia, aned avoalc’h eo, rac ar pounnera croaz, ar poaniou crissa a zo da Jesus ha da Vari. Ho clemou c’huero, siouaz ! a ziscuez ne gredit ket avoalc’h ar virionez-se.


III


Doue an Tad a felle ganta e vize ofred e Vab deza dre zaouarn Mari. Caera oferenn, caera sacrifis ! Mari eo a ofr, Jesus eo a zo ofred ! Roit ive pep tra da Zoue dre zaouarn