Mont d’an endalc’had

Pajenn:Displijadur ur person emigret e bro-Soz - Ledan.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —


Allas ! Lorançaïc, petra’ lavarfes-te ;
Lavar dìn un nebeut, ma velfes da Gure
Pleguet var bord eul lenn, hac eno gant poan vras,
Hep ur vruzunen saon, mes a dolliou colvas,
O clasq goalc’hi ervad gant poan e zillat fanc,
O laqat da zec’hi dilastre ouz ur branc,
Evit, d’ar zul vintin, caout propr e surpilis,
D’ellout modestamant asista en ofiç.
Ia ! m’am güelfes, te, gant va c’hos boutou coad,
Lorança guèz, petra e ve da galonad !
Ha ma velfes, dreist oll, tud a Ilis a stoc
Oc’h ober niver traou na rent qet diaroc ;
O ticroti gant soign o-unan o boutou,
Hac oc’h oza memes alies o bragou ;
Traou a rencont d’ober, gant un nebeut a vez,
En defot a arc’hant ha demeus a vatez.
Deus d’am güelet amâ ; antre em paour qêz ty,
Hac e veli petra hon deveus da zebri :
Sell ha én na dle qet ur seurt coan, ur seurt lein
Laqat hor c’halonou da antren en hor c’hein !
A vec’h e servicher un tam boed var an dol ;
Bemdez hor bez panez, pe patatez, pe gol.
Va diadreic paour zo qignet gant ar scaon,
Va estomac a gri cré venjanç var an naon.
Oh ! ma velfes eta gant pebes ear mesqin
Strouillennou Saoz a ra deomp-ni hor c’heguin !
N’eus nemet glaou-douar, ne zeus qet a gueuneud,
Pe ma ellomp-ni caout e zeo atao nebeut.
N’hon eus qet a zoufflet, ni c’houez gant hor guinaou ;
Coulz ebars el ludu hac ive var ar glaou,