Pajenn:Displijadur ur person emigret e bro-Soz - Ledan.djvu/9

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —


Ha gant qement a nerz e rencomp en ober,
Ma teuomp da zifonç, sivoas, hor bragueyer.
Anfin, dre forç c’hoeza an tân dindan ar pod,
E za hor zouben baour qen a danfoëltr d’an drot ;
Strincal a ra en tân, qement’ ra o saillat,
Hac hep ecumouer e zeo ecumet mat.
Cochard qerqent neuze a dol er pod holen,
Irvin, pour, carottez, ha diou pe deir golen ;
Neuze gant e zaouarn e patouill an draze,
Hac e lip gant joa vras e viziet goude.
Hep donet da c’houzout hac ar zouben zo mad,
Eo devoret dija eno gant peb lagad.
Hac e tlefe’r zouben beza c’hoas anter cri,
Creizde a zon… alòn, ret ê deomp e dêbri.
Hor bouzellou a gri : dêbromp, dêbromp souben ;
Dêbromp buan eta. Goas a ze ma vanc den.
Neuze, hep dale pell, hac en ur ser-lagad,
E zeo lounqet ganeomp, pe hi zo fall pe vad.
Evit an tamic qig, ne zeus qet d’en espern,
Grigònchet eo diouc’h-tu coulz evel an esqern ;
Ha pell da filbouchat vel ar pesqet er môr,
E leinfemp un eil güech erru etal an nôr.
Ha possubl eo leina, Lorança, hep cafe,
Ur banne jigoden hac un tamic paste !
Sònjal a rêr michanç, n’hon eus qet a rêson
Clasq dont da zoulaji un nebeut hor c’halon !
O va brô qer caret, va farros, Lorança,
Hac evelse goechal em boa-me da leina,
En amzer qen eürus eus va oll jouissanç,
Em parros, en Breiz qer, caêra contre a Franç ?