Humiliet hirio gant tud fall, canaillez.
Hac o souffr, pell diouz Franç, a bep seurt dienez !
Cousqet goal fall meurbet en ur c’hos caborel,
Hep na zeus dindannòn ur vojadennic pell ;
Hep nep tam sel ebet, hep ur billen ridos,
Eno eo e cousqàn, Doue a voar penos !
Var ar c’hôlo hepqen, hep un tam oriller…
Oh ! neo qet evelse e zoan em presbyter !
Lorança guèz ! m’em boa eno ur güele plun,
Hac a voa meurbet soubl, mar boe biscoas nicun.
Eus a betra eta e zeo-én deut bremâ !
O va Doue ! piijet en renta dìn amâ !
Peguer brao, Lorança, e rès-te va güele !
Ia sur, te er grê dign demeus eur C’hure.
Ne gouscàn tam ebet bars em güele calet.
Mar moredàn, e zòn gant un ure spontet.
Paourez qèz Lorança ! calonic un Doue !
Petra a lavarfes, ma velfes ar güele
Ebars pehini oun bemnos en em grafat
Qer crén, m’en em rentàn oll rusiet gant va goad ;
Petra a lavarfes, ma velfes al logod,
Ar melc’houed, ar razet o tont varnòn d'an drot ?
Deus ive da velet hac al laou hac ar c’hoenn
Dre oll a vojadou var va c’horf o pourmen.
Petra a lavarfes, ma teufes d’am güelet,
Hep va femp tapis gloan hed ar gouân calet,
Hep cavet casi mann da ellout va golo,
Nemet un tamic foenn hac un tamic colo ;
Laqat a ràn ive da domma va zreid qèz,
Va c’hos habidic paour hac ivez va braguez.