« Ar c’hèz-Doue a voa ganet goal delicat,
« Hac ur bannac’hic güin a rè dezàn calz vad.
» Abaoue pell-amzer n’elle a grenn cousqet,
» Ma n’en dije arauc ul loupennic evet ;
» Mes hirio, va Doue ! pa deu dezàn da vanq,
» E tle, allas ! beza e galonic goal blanc.
» Penos ellout miret na fraillfe e galon ?
» Ret e vez sur dezàn nonpas beza Person… »
Nep piou benac a gred c’hoarzin-goab ouzìn-me,
O tespeigni mercou demeus va c’harante
Evit ur plac’hic fur a garàn dreist peb tra,
N’anavezont qet sur va matez Lorança.
Anter-cant vloas e d’oa ha pêvar en tu-all,
Ar pez a dle, michanç, berrât an têodou fall.
Serret em boa o beg da dud leun a valiç :
Beza e d’oa an oad a bermet an Ilis.
Lêzit-ta ac’hanòn, va lézit, tud mechant,
Da vouela Lorança herves va zantimant.
Perac, calonou fall, e cafec’h-u abec
Er garantez güirion en deveus eur bêlec
Evit e vatez vad ?… Permetet ê deomp-ni
Qemer matez d’ober ar zervich en hon ty.
Biscoas an esqibien en o mandamantchou
Na zifenchont deomp-ni da gavet avichou
Ur vatez qempen mad evit hon servicha ;
Rac-se, clozit ho peg, tavit da rebacha.
Goechall, er c’honcilou, pa gomzjot ouz matez,
Na ententet qet comz eus va Lorança guèz.
O pebes calonad e devezo-hi bet,
Pa vezo deut dei sonch er stat ma zoun rentet !