Ha tevel a ri, lampon, gaouiad ?
Peoc’h ’ta. Displega a reot ho ravoderez d’ar barner. Ouz her bunta. Allo ! deomp d’ar prizoun da genta. An archer a ya kuit, Fanch gantan. Ervoan a eu.
Ha klevet hoc’h eus ar c’helou diveza ?
Tamm ebet.
Mat. Fanch vihan a zo bet pedet da zont da di an noter. An dud a lezenn eus ar broiou pell, hep sonj fall ebet, o devoa lekeat an aotrou Korrig da fazia. Niz hag heritour an eontr koz ne ket Fanch vras eo, mez e genderv, Fanch vihan.
Mil bennoz ! ar bern pesiou aour en em gavo gûelloc’h, mil gweach en e di, eget e ti egile. Fanch vihan a zo eun den mat, leun a furnez hag a garantez Doue. Ne lakaio hennez e denzor bras da dalvezout nemet evit ober an traou ar gwella. Kaloun fall Fanch vras a zo deuet da veza gwasoc’h gwasa dirak an arc’hant.