Pajenn:De Carne Fanch vras ha Fanch vihan, 1922.djvu/18

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —

all, pinvidik eveldoun. Eun archer a zeu, goestad, hag a jom a za e goueled an teatr. Me a dorro va dimezi ; ia, me a dorro. Penaos ? Kounnar vras ennan. An tu ar gwella d’hen ober eo terri da genta penn ha kein an hini goz, kre mil gurun an diaoul. Mont a ra en ti, kounnaret neat.


10 DIVIZ


An Archer, e unan.

Petra a lavar ar farser ze ? Klevet em eus, ma ne fazian ket, e fellje d’ezan terri kein eur vaouez koz. Taolomp evez ! mil boled kanol, taolomp evez. Klevet a reer, en ti, trouz al listri kegin hag all torret gant Fanch vras, ha kriadennou Katel. An archer, goude beza selaouet eun tamm, a ya en ti. Jakez a zeu, eun toulladig tud diwar ar meaz gantan. An archer a zeu o terc’hel start Fanch vras, e zillad farzus atao warnan.


11 DIVIZ


An archer, Jakez, Fanch vras, an Holl.


An Archer

Livirit d’in ar pez a ouzoc’h diwar-benn an torfedour ma. Kavet em eus, en ti, eur vaouez koz hanter lazet gantan. {{Kreizañ|Jakez} E c’hreg eo, aotrou ’n archer. E c’hreg eo. Fanch a zo c’hoarvezet gantan beza pinvidik bras goude maro eun tonton koz, hag ar madou o deus lekeat e galoun fall da zont da veza kriz.