Pajenn:De Carne Fanch vras ha Fanch vihan, 1922.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

Gwir bater eo, diwar e benn, ar c’hrenn lavar koz :

Paourik pa binvidika,
Alies gand an diaoul a ya.

Fanch vihan ne-d-aio morse gand an diaoul, ha ne vezo morse fall e galoun gand ar binvidigez.

Ervoan

Her c’hredi a ran me ive, Jakez. A hend all, an Aotrou persoun, n’eus ket pell, en deus her displeget kaer, en e brezegen.

Pa vez roet d’eoc’h madou bras gand an Aotrou Doue, a lavare, likiit ho kaloun da veza gwelloc’h gwella, ha grit ar vad, hep marc’hata, d’an holl, d’an nesa, d’ar re glanv, d’ar re baour, d’an Anaoun.


Ar goel a zisken.