Me, Fanch, ne ket evit hoc’h heskina eo e teuan ; ar c’hontrol eo. Eur c’helou eus ar re wella am eus da rei d’eoc’h. Ho kaloun a drido gand al levenez.
Petra ’ta ? Petra ’ta ? Livirit buhan.
Eun tonton koz koz deoc’h, o veza dilezet Breiz pell pell zo, a zo eat d’an Anaoun, o lezel d’eoc’h, war e lerc’h, e holl vadou.
Ha bras meurbed eo, ar madou ze ?
Kalz ha kalz brasoc’h eget n’hellfen hel lavaret d’eoc’h. Ho tonton koz oa deuet da veza marc’hadour moc’h tost d’eur gear vras eus an Amerik, a vez great anezi Chikago. O werza moc’h, evelse, a vandennou hag a vandennou, ho tonton en devoa dastumet eur foultren bern pesiou aour a dalv pevar villioun da nebeuta.
Mat ; n’ouzoun tamm ebet, me, petra eo eur millioun.
Selaouit ; eur millioun a dalv dek kant mil lur, ha neuze ’ta, pevar villioun a dalv peder weach kemend all.