Pajenn:De Carne Fanch vras ha Fanch vihan, 1922.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —
Fanch vras

Ne goumprenan ket gwelloc’h.

Korrig

Selaouit adarre. Madou ho tonton a ra, en holl, war dro daou c’hant mil bez aour ugent lur, hag a zo d’eoc’h diwar-vreman.

Fanch vras, foll gand al levenez.

Daou c’hant mil ! Daou c’hant mil ! O tonton muia karet ! O tonton benniget, O aotrou Korrig benniget ive da viken ! Ma n’hellan ket poket d’eoc’h krenv, ma n’hellan ket ho starda em divreac’h, aotrou Korrig mat, aotrou Korrig chentil, mervel a rin raktal, sur, gand al levenez. Oc’h en em strinka oc’h Korrig, hag o poket rust bras d’ezan. Ia, ia, ia ! mervel a rin, mervel a rin ! Tog Korrig a ya da bourmen pell, e baperiou ive. Korrig, poket re grenv, gant Fanch, a gouez war an douar. Fanch a ro skoaz d’ezan d’hel lakaat war ar bank. Korrig a jom diflach ha Fanch, spountet, a c’houlen sikour, o krial. Deuit buhan, mar plij ! Deuit buhan. Ema an aotrou Korrig o vont da vervel, ’m eus aoun ! buhan ! buhan ! Ervoan ha Jakez a zeu.


6 DIVIZ


Fanch vras, Korrig, Ervoan, Jakez.


Ervoan

Fanch, ro eur werenn leun a zour ’ta. Fanch a ya da gerc’hat ar werenn, a zeu en dro, ganti, hag a ya kuit. Ervoan ha Jakez a ro da eva da Gorrig, azezet atao diflach. Abenn eur pennadig, Korrig a zihun