Pajenn:De Carne Fanch vras ha Fanch vihan, 1922.djvu/10

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —


An holl, o krial a unan.

La, la, la ! Katel goz ! Katel goz ! Katel goz ! La, la, la! Katel goz ! La, la, la ! Katel goz ! Katel goz ne zeu ket d’ar prenestr.

Ervoan

Kleo, Fanch ! Ma n’en em ziskouez ket raktal d’eomp da intanvez koz, ni a zivarc’ho da zor hag a dorro, a daoliou baz, kement tra a zo en ti. Hast affo, Fanch ! Me a gounto bete tri hepken ; diwall Fanch, diwall ; unan… daou…

Penn eur vaouez koz en em ziskouez er prenestr. Great eo gand eur maskl divalo, e fri kamm, e vleo stoup diflaket, eur pikol koef gwenn warnan. An holl a c’hoarz. Daou pe dri baotr a strink, oc’h penn Katel, treujou kaol ha patatez. Penn Katel en em guz hag an holl a ya kuit, en eur c’hoarzin atao. An aotrou Korrig a zeu, paperiou gantan. P’en em gav tost da di Fanch, eur podad dour, strinket dre ar prenestr adarre, a gouez tostik tost d’ezan. Korrig a lamm gand ar spount.


5 DIVIZ


Fanch vras. An aotrou Korrig


Fanch vras, atao en e brenestr.

Ha c’houi eo, aotrou Korrig ? digarezit ac’hanoun, mar plij ; n’em boa ket ho kwelet, e kreiz an toullad tud fallakr a oa d’am doania ha d’am heskina. Disken a ran, aotrou Korrig ; disken a ran dioc’htu. Fanch a zeu, e roched hag e vragez hepken warnan, e voned noz atao war e benn.