Pajenn:De Carne Fanch vras ha Fanch vihan, 1922.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —

ni az lakaio da respount, ha buhan, zoken. Paotred, skoit war zor an ti gand ho pizier. Skei krenv a reont. Respount ebet. Grit ar jabadao, sonerien laouen. Likiit sonerez an diaoul da vont en dro. An holl a sko, pep hini war e dra, oc’h ober eun trouz da vouzara an dud.

Ervoan, a vouez huel,

Fanch vras, diskouez d’eomp da fri hag hini da c’hrac’h koz. Allo ’ta. An holl a ra trouz adarre hag a gri a unan. Fanch vras a en em ziskouez en e brenestr, eur boned noz war e benn ; an holl a ziroll da c’hoarzin.


4 DIVIZ


An holl, Fanch vras.


Fanch vras en e brenestr, kounnar ennan.

Mil ha dek mil dan foultr d’eoc’h… [1] tud fall… tud diot… banden leueou… banden azened… Ra gouezo warnoc’h ar gounnar… ar gurun… ar rouign… hag an Ankou… kakousien lous… paotred ar zabat… marc’hadourien krec’hin gozed…

Tenna a ra frank ha hir e deod, hag a ya kuit dioc’h ar prenestr. An holl a c’hoarz a bouez penn hag a ra ar jalivari krenvoc’h krenva. Fanch vras a zeu, adarre, en e brenestr, hag a strink eur podad dour warzu an dud.

Ervoan, o krial,

Ni a fell d’eomp gwelet ive da hini goz, Fanch ;

diskouez anezi d’eomp.

  1. Goude pep ger lavaret gant Fanch, an holl a ziroll da c’hoarzin.