Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —
Perig

Eun tamm braoik a beadra. Da genta ar c’horn-boud ze n’eus ket bet den d’her prena. Me zo bras va fouge gantan. Me c’hell gantan ober eun tamm muzig, eun tamm son laouen ha skiltrus.

Fanch

Klevomp ’ta. Perig a zon. O la la ! An trouz se a ra poan d’am dant. Lavaret e ve edo eur vioc’h teo o vlejal. Perig a zon adarre krenvoc’h. Tao ’ta, mil gurun, me a vo bouzar ganez. Perig a c’hoarz. Ha n’ec’h eus ket bet tra all ebet warlerc’h da eontr ?

Perig

Eo, eo ; arc’hant ! arc’hant brao. Selaouit ! Lakaat a ra e arc’hant da zeni en e zourn. Selaouit ! C’hoarzin a ra.

Fanch

Pegement ?

Perig

Tri skoed ! tri skoed arc’hant gwenn, unan, daou, ha tri. N’em eus ket bet biskoaz kemend all. Daoust ha dibri a c’heller eul lein vat gant tri skoed ?

Fanch, laouen.

Feiz va Doue, her c’hredi a ran. Tri skoed ! gant tri skoed e c’heller ober eul lip e bao eus ar re gaera. Eun den bennak, ha pa ve zoken eur roue e ve, kalz re eo d’ezan tri skoed da leina.

Perig

Gwir ? Gant va zri skoed, me a c’hello kaout silzig, kig moc’h, viou fritet ha bara fresk ?