Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —
Fanch
Leiz da gof.
Perig
Eva gwin ruz ha gwin gwenn ?
Fanch
Bete da zaoulagad.
Perig
Hag eur banne kafe du da c’houde ?
Fanch
Eur bodezad leun az pezo.
Perig
Mat. Roit d’in eur c’hofad mat er c’hiz se
Fanch
Ne ket diez. O krial. Laou, lavar d’ar c’heginer aoza lein evit an aotrou ma.
Laou, er meaz.
Ia, mestr. An aotrou mear a zeu.
IV DIVIZ
Fanch, Perig, Ar Mear.
Ar Mear
Lavar ’ta, Fanch. Tud zo hag o deus lavaret d’in e kaffen aman eur c’hravaz hir ha ledan, Daoust ha gwir e ve ?