Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —
N’anavezan ket ar vro ma. Eus eur vro a bell e teuan, eus a Vrelez, eur vourc’h vrao tost d’ar mor. Perig eo va hano me.
Fanch, o krial.
O la ! o la la !
Perig
Petra ganeoc’h ?
Fanch
Netra, nemet eur c’hildant kleuz, eur foultren kildant a ra poan d’in. Hag emaout o vont pell ?
Perig
N’ouzoun ket ; klask a ran eul labour bennak, rag oun chomet va unan penn war an douar. N’em eus mui na par na kar. Ne jome ken ganen nemet va eontr koz, Jakez, breur va zad koz. Maro eo, daou viz zo, ouz va lezel va unan da heritour.
Fanch
Ha kalz madou ac’h eus bet war e lerc’h ?
Perig
Goude maro va eontr, red mat eo bet paea mizou e glenved diveza ha re oferen an Anaon. Evit hen ober, an noter en deus gwerzet a bez koz traou an hini koz.
Fanch
Ha petra a jom ganez, neuze ?