Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —
Ar barner

Ar c’henta ar gwella. An amzer a zo kaer. N’eus ket ezomm mont beteg ar gador varn. Eun daolig bennak, diou gador, hag an traou a ielo mat en dro.

An archer a zigas eun daolig ha diou gador. Ar barner hag ar grefier a azez.

Ar grefier

N’ema ket ganeomp hor saeou, aotrou barner. Ar varnedigez a vezo nul hep ar gwiskamanchou ze, gourc’hemennet gand al lezen.

Ar barner

Gvir eo evelato. Mat, grefier, va zi a zo aze tostik tost. Bez ’ez eus em zi ar seurt gwiskamanchou. Kit d’o c’herc’hat buhan. Na rit nemet mont dont.

Ar greffer a ia kuit. Da c’hortoz, archer, displegit d’eomp ar pez a ouzoc’h.


19 DIVIZ


An hevelep re


An archer, o rei d’ar barner salud ar zoudard.

Bez’ ez eus, etouez ar re ze, aotrou barner, tri vezvier, daou viliner hag eur medisin pe zaou vedisin hag eur miliner. Bez’ ez eus peadra da eva ha peadra da zibri, gwin, c’hoalen, iod gwiniz du. Bez’ ez eus ive traou pouezus. Unan eus an dud fall ze, n’ouzoun ket pehini, en deus lazet, kouls lavaret, eur vaouez koz ; ar re all o deus distradet eur varriken win a daoliou baz. Ar vedisined eo o deus great an taol brao ze da rei da eva d’an tri vezvier o doa debret eur zac’had c’hoalen. Tad an tri lounker a felle d’ezan paea ar gwin. Mes ne ket d’ezan da baea. Ar vedisined eo a baeo, evel just. Ha breman m’eo bet displeget mat an traou ganen,