Awalc’h ! awalc’h ! aotrounez ! Me ne ket medisin oun, tra, tra, tra ! me eo miliner, miliner da viken. Petra a valbouzit neuze ta ? Huvreal a rit ?
Huvreal ne reomp ket. Me lavar d’eoc’h eo hennez medisin, medisin fall, gwir eo, mes medisin evelato.
Ha me lavar d’eoc’h ez oun skuiz gant kemend all a draou lavaret gand ar re ma, lavaret gand ar re ze. Tri ac’hanoc’h a zo azezet aze. En hano al lezen gourc’hemen a ran d’ar re all da vont da azeza ive da gichen an tri all. Pa viot peur azezet holl, goulen a rin digant pep hini ar pez en deus da lavaret. Maze, Biel, Laouig, Jaffrez, Gwilhou, Per ha Lukas a ia da azeza da gichen Lannig, Alban ha Krenn.
Ar barner, e c’hrefier gantan, a zeu e goueled an teatr.
Pebez taol chans ! Setu an aotrou barner o tont. Hennez a welo sklearoc’h egedoun, marteze.
Petra a ra an dud se azezet holl aze ?
Eun toullad tud eo, aotrou barner, am eus kavet oc’h en em ganna, o tabutal etrezo, o krial a unan. Kalz traou ho pezo, a gav d’in, da varn ganto,