Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —

fizians am eus ne vezo ket diez d’eoc’h dougen eur varnedigez fur ha leal. Koumpren mat a rit, aotrou barner ?

Ar barner

Tamm ebet ; mes n’eus forz, p’eo gwir labour ar barner eo diluia ha dirouestla bemdez traou kemmesket a bep seurt. Mat, setu o tont en dro va grefier, hor gwiskantanchou gantan.


20 DIVIZ


An hevelep re. Ar grefier


Ar barner a laka e zae, e rabad ha war e benn e voned alaouret. Ar greffer en em wisk ive, gant e zae hag e rabad. O daou a azez. An archer a jom a zav, e kichen taol ar barner.

Ar barner

Prest omp breman. Ra lavaro pep hini ac’hanoc’h ar wirionez penn da benn.

Jaffrez, Gwilhou, Per, Lukas, Lannig, Alban ha Krenn, o respount d’ar barner a gomz holl war eun dro. Klevet a reer, er c’hiz se safar ar seiz mouez, o komz holl a unan. Maze, Biel ha Laouig a dav, o daoulagad atao dispourbellek, hag o genou atao hanter zigor.

Jaffrez

Me a c’houlen, aotrou barner, kement eo dleet d’in evit ar gwin lipet gand ar re ze.

Gwilhou

Lavaret em eus, pell zo, aotrou barner, e vije paeet ganen ar gwin evet gant va zri mab.