Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —

nac’hain biken, em bezo bet ar c’hras kaer ze a drugarez d’eoc’h.

Fanchig, o vont da gerc’hat ar zac’hadig hag ouz e rei da Ervoan

Ni a welo. Dal, va mignonig ; kuz mat ez kodell yalc’had da vamm goz ha kea buan d’ar gear. Ar ribler koz a zo eat kuit gand an hent bras ; kea gand ar wenojenn, a dreuz, en tu all.

Ervoan

Ra skuillo, an Aotrou Doue, mil ha mil bennoz warnoc’h. Kenavo ; ho trugarekaat a ran a greiz va c’halon. Ervoan a ya kuit.


X DIVIZ


Fanchig, e unan

Evit gwir, labouret em eus mat awalc’h gant va skabell. Mar am eus eun hevelep galloud gant va zrompill, plijadur a vo, ya sur. O sellet warzu ar meaz. Piou ’ta eo an denig se o tont davedoun ? Krang a zeu.


XI DIVIZ


Fanchig, Krang


Krang

Me eo Yann, Per, Stefan Krang, urcher hanvet gant barnerien ar gador varn.