Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —

koz sac’hadig gwenneien da vamm goz ; te zo laouen, ne ket ’ta ? ha da vamm goz a blijo kalz ive d’ezi kaout a nevez an arc’hant a zo red evit prena he bara ha da hini, hein ?

Ervoan

Ya sur ; met ne ket hepken evit prena bara eo, hon eus ezomm eus an arc’hant se. Dastumet eo bet ive, a nebeudou, evit ma c’hellfen mont d’ar skol, ha diski meur a dra gaer eno.

Fanchig

Ha perak ’ta e fell d’it labourat ker start se ha diski kemend all a draou ?

Ervoan

C’hoant am eus da veza gwiziek eus ar re wizieka, evit ma c’hellin mont da veleg en amzer da zont, mar plij gand an Aotrou Doue, a garan gant va holl nerz.

Fanchig, o vousc’hoarzin

Brao, brao ! Ha piou a oar ? Te a yelo da eskob zoken, marteze. Nag hen a ve brao lavaret :

Aotrou Ervoan, eskob Kemper ha Leon. N’eo gwir ?

Ervoan

Tamm ebet ; laouen awalc’h e vezin o veza beleg, na muioc’h na nebeutoc’h. Ha n’ankou-