Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —


Fanchig

Goap a ran eus an dra ze, me. Daoust hag em eus ho kalvet, hein ?

Krang

E nep giz, sur eo. Met kaset oun bet, evelato, d’ho kaout a berz eun den m’eo bet diframmet digantan eur zac’hadig arc’hant. Ha c’houi eo an hini en deus e gemeret, dioc’h a leverer. Daoust hag e fell d’eoc’h hen disteurel d’in a galon vat ?

Fanchig, krenv e vouez

Nann, sur ; tamm ebet. Ne zistaolin netra, na d’eoc’h, na d’an den ze. Ha daou abeg am eus d’ho kas ho taou da zutal, pell diwar va zro. Da genta, an den ma komzit ouzin diwar e benn, en devoa laeret ar zac’hadig ; d’an eil, kaset em eus an arc’hant se d’ar re m’oa bet laeret diganto. An amzer a zo brao. Kit da bourmen.

Krang

Eas eo kas an dud da bourmen ; sur eo. Met al lezenn eo al lezenn hag hen diski a reot ; hirio, kent ar c’huz heol, e kasin d’eoc’h eur paperig hag ho kalvo, abenn eiz dervez, dirak ar gador varn.

Fanchig

Kasit d’in folennou paper kemend ha ma kerot, ugent, tri ugent, kant ha mil anezo,