Teurel a ran ar gaou warnoc’h. Perak hoc’h eus kemeret eun den diot da vevel ? Gwaz a ze d’eoc’h.
Mont a rin dirag eul lez varn uheloc’h egedoc’h, hag a gaso da netra ho parnedigez disleal.
Petra ? Petra ? Disleal ! dismegansou e kenver ar barner ! Eur varn all hon eus da zougen, neuze. Ni, barner, goude beza klevet ar gwall hanoiou lavaret a enep d’eomp, a varn Biel da veza taolet er prizon epad tri dervez. Ar barner a ya kuit, ha Biel ive, e zourn serret o c’hourdrouz ar barner.
Ha, ha, ha ! Yannig, brao, brao ! Great ec’h eus, evid ar brava, neuz da veza war eun dro diot ha bouzar. Va gourc’hemennou ar gwella a roan d’it. Ha petra am boa lavaret ? Gounezet hon eus a grenn dirag ar barner.
Chom a ra diflach ha mud evel kent.
Laouen out, a gav d’in, ha labourat mat hon eus great hon daou, hein ?