Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

naouek se. Dioc’h peleac’h an diaoul eo deuet aman eun azen gornek eveltan ? C’hoant em eus d’ho kas holl da foar an ifern, hen da genta, ha Biel hag an hurcher war ar marc’had.

Krapig, flour e vouez

N’her grit ket, mar plich, aotrou barner ; n’her grit ket. Eaz eo an traou da ziluia. An den a zo aze dirazoc’h n’hell ket beza kablus, an distera. Eun diskiant n’eo ken ; ha neuze, penaos e c’hellfed dougen eur varn bennak a enep d’ezan ? Red e vezo kas an den reuzeudik ma da di an dud diskiant. Goulenn a ran, aotrou barner, ma vezo Yann Pogamm didamallet a grenn.

Biel

Ne fell ket d’in, e nep giz. Ne ket ken diot se ; eun toueller n’eo ken.

Ar Barner, uhel e vouez

N’her c'hredan ket. A hend all, ar varn a vezo douget e leal. Goude beza lennet penn da benn al lezenn, ni, barner, a lavar eo hep skiant vat ebet, an hini a reer Yann Pogamm anezan. Rak se n’her barnimp ket da baea n’eus forz pegement na da Viel na da re all, dre ma n’hell ket an dud diskiant na prena, na gwerza, na dleout, na paea an distera tra. Rak se ar gador varn a gas kuit Yann Pogamm hag hen didamall. Talvoudegez ar gwin a vezo kollet gant Biel, ha diwar e goust eo e vezo paeet mizou ar prosez.

Biel krenv ha rust e vouez

Ne zigemeran ket ar varn ze, me.