Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —
Yann

Chom a ra hep respont na ger na grig.

Krapig, o c’hoarzin gwenn eun tammig

Ha, ha, ha ! Da, dennet em eus a boan evit mat ; da guden oa gwall reustlet, hein ? hag he diluiet em eus gand eun ijin dispar. Lavar ’ta.

Yann

Chom a ra mud atao.

Krapig

Gounezet em eus mat va gopr ; poent eo rei d’in va c’hant lur.

Yann

Yann, hep lavaret tra, a denn e vouchouer eus e c’hodell. C’houeza e fri a ra, diou pe deir gweach, en eur hel lakaat da drouzal evel eun drompill.

Krapig

C’hoariet mat ec’h eus dirag ar barner ; breman, avat, echu eo ar c’hoari. Rust e vouez. Ro an arc’hant a dleez d’in.

Yann

Yann, mud atao, a zigor frank e c’henou hag a ra eur vlejadenn o tic’henaoui.

Krapig, droug ennan

Petra zo ? Daoust hag e vin paket, d’am zro, ganez, mastokin ? Kleo ! Emaoun o vont da ziskleria ar wirionez d’ar barner. Klevet a rez ?