Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —
Yann
Her c’hredi a rafen, petra bennak ma vezo, marteze, diez eun tammig ar c’hoari ze.
Krapig
Gwelloc’h eo neuze esaat an traou. Azez war ar bank a zo aze, da zremm droet war zu an dud. Yann a azez. Mat ; me eo ar barner, o c’houlenn ouzit eun dra pe dra. Krenv e vouez Yann Pogamm !
Yann
Chom a ra mud, sioul ha bouzar pod.
Krapig, o krial a bouez penn
Yann Pogamm ! torret hoc’h eus, war a leverer, diou varrikenn leun a win koz ; ha gwir eo ?
Yann
Chom a ra diflach atao, hep lavaret ger. Sellet a ra ouz an dud o vousc’hoarzin evel eun den diot.
Krapig, o krial e toull skouarn Yann
Yann Pogamm ! krenvoc’h Yann Pogamm! krenvoc'h krenva Pogamm ! Pogamm ! Pogamm !
Yann
Chom a ra atao mud evel kent, mud mui oc’h mui.
Krapig, o tirolla da c'hoarzin
Ha, ha, ha, ha ! Brao, Yann, brao ! ha mat kenan.