fell d’in kant lur, na muioc’h, na nebeutoc’h.
A greiz va c’halon ; kant lur evit beza didamallet, bihan dra eo, ha ne ket re ger da c’houlenn ; da gant lur az pezo. Ha goude, eun eil dra ac’h eus, dioc’h a leverez, da c’houlenn diganen.
Ya, hag an dra ze a zo eus ar re bouezusa. Pa vezo azezet ar barner ouz e daol, e raio ouzit goulennou ha goulennou a bep seurt.
Komprenn a ran.
Mat. N’eus forz petra a vezo goulennet ouzit, gant n’eus forz piou, ganen zoken, chom a ri mud evel eur pesk. Chom a ri ker sioul ha tra, evel pa vefes, war eun dro, diot ha bouzar, diot evel eur penn gwazig ha bouzar evel eur c’hloc’h. Lezel a ri ar barner, lezel a ri Biel, va lezel a ri me va unan da grial en aner e toullou da ziouskouarn. Na respont da zen na ger na grig. Displega a rin, neuze, d’ar barner, n’out nemet eur paour keaz den bouzar pod ha sempl e spered. Mat ; al lezenn a zifenn na ve douget barnedigez ebet a enep d’eun den diskiant. Kaset kuit e vezi, neuze, hep barn ebet a enep d’it. Daoust hag e ouezi lakaat mat ar bourdou ze da vont en dro ?