Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —
Krapig

Biel a zo kollet e win koz da viken. Chom a raio hep an distera digoll, hag ouspenn ze, lakaat a rin mizou ar prosez da veza paeet diwar e goust. Ha me vezo bras va flijadur, o welet e gounnar. Hennez, Yann, al lakepod se a Viel en deus skoet ganen a bouez e zivreac’h, n’eus ket pell, ha lavaret em eus d’ezan e vije paket ganen d’e dro. An tu d’hen ober a gavan kentoc’h eget n’em boa kredet. Emaoun o vont da ober d’ezan eun taol fall eus ar re waza, dirag ar barner, a zo gwell.

Yann

Ha petra a raio an taol ze diwar va fenn ?

Krapig

Bez dinec’h ; va zaol a lakaio ar barner da vont en eun tu ganez ha da zevel a enep da Viel.

Yann

Penaos ’ta ? Te zo sorser evit doare.

Krapig

Tamm ebet an holl ; met a forz da labourat, a forz da boania, desket em eus meur a dro gamm a laka ar prosez ar falla da drei da vad. Gounit a ri, met diwal mat, Yann, red eo d’it, abarz pep tra, rei d’in da c'her diwar-benn daou dra.

Yann

Pere ?

Krapig

Mar gounezomp, rei a ri d’in eur gopr. Me