Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —
Yann

Ha neuze an traou a yelo mat en dro evelse ?

Krapig

Evid ar gwella. Gra evelse gand ar gwir varner ha dont a benn a raimp eus hon tro, hep mar ebet. Taolomp evez avat. Ar barner a zeu, e wiskamanchou barner warnan, ha Biel gantan. Taolomp evez ! ar barner ze a zo froudennus, te oar, hag an droug a ya buan ennan.

XVI DIVIZ
Yann, Krapig, Ar Barner, Biel

An holl a azez a gleiz hag a zeou. Yann a azez e kreiz, e zremm o sellet ouz an dud.

Ar Barner, rust, da Viel

Pe seurt klemm eo hoc’h hini ? Displegit an traou e berr gomzou. Affo ! affo ! komzit.

Biel, o tiskouez Yann

Hennez, aotrou barner, en deus strinket e skalier va c’hao, eus an neac’h d’an traon, diou varrikenn leun a win koz. Spontus eo ar c’holl ha goulenn a ran digantan pevar mil lur evit va digoll.

Ar Barner, da Yann

Petra a respontit d’an tamall ze ?

Yann

Chom a ra mud ha diflach, e zaoulagad o sellet atao ouz an dud.