Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/19

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —

ma, epad m’edo o klask eur mestr a hellfe rei d’ezan eul labour bennak.

Ar Barner

Hag e peleac’h ema hen breman ? Her gouzout a rez ?

Jakou

Evid ar gwella. Eat eo da vevel e ti Biel, ar marc’hadour gwin.

Ar Barner

Gwaz aze da Viel. N’eus forz, gouzout a ran, breman, ar pez a felle d’in gouzout. Emaoun o vont da lakaat an archerien war e lerc’h. Ar barner a ya kuit.

XIII DIVIZ
Jakou, e unan o sec’ha e dal

Ouf ! eat eo kuit. Ne ket re abred eo ; ar c’houez a rede dioc’h va zal paour dirag an diaoul a varner ze. Atao e vezan aonik, eun tamm, p’en em gavan gant tud a zo. Evidoun da veza eur gwir gristen n’en deus nemet pec’hejouigou war e goustians, klanv oun gand an droug kof dirag an archerien, an hurcherien hag ar varnerien. Perak ? N’oun ket evid hel lavaret. Mat ; ar pez zo gwella eo ma n’eo ket bet fellet da Yann Pogamm mont da vevel em zi. Hennez, dioc’h ma lavar ar barner, a zo diskiant, kouls lavaret. Petra a vije c’hoarvezet ganen ha gant va milin baour a berz al labous se ? Sell ! piou a zeu aman ? Hunvreal ne ran ket evit doare. Hen eo ! Yann Pogamm eo !