Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —



XIV DIVIZ
Jakou, Yann
Jakou

Petra ’ta ? Perak e teuez aman ? Kredi a rean e oas eat da vevel e ti Biel, ar marc’hadour gwin. N’out ket chomet gantan ’ta ?

Yann

Allaz ! n’oan ket evit chom goude ar gwall zarvoud a zo digouezet ganen.

Jakou

Pehini ’ta ?

Yann

Pehini ? Eun taol spontus ha n’en deus ket e bar. Biel en devoa kemennet d’in lakaat diou varrikennad gwin koz da ziskenn er c’hao. Laosket em euz ar gordenn, o veza ma oa re bounner an diaoulezed a varrikennou ze. Ouspenn, siouaz, evet em boa eur banne gand ar blijadur da veza kavet erfin eul labour bennak. An den, pa vez tomm e fri, a vez bihanoc’h e nerz. Mat ; ni hon tri, an diou varrikenn ha me, a zo eat raktal gand ar skalierou d’an traon.

Jakou

Malloz ! ha droug ac’h eus bet o koueza ?

Yann

Ya sur ; faoutet eo va fenn paour, ha n’eus chomet eus an diou varrikenn nemet o flench torret o neui war eur mor a win koz, er c’hao.