bennak ? Pe seurt labour ? Pe seurt mansounerien ?
A re a zavo, a nevez… moger va milin… a laosk an dour… da… da…
Ac’hanta ! peur e vezo echu ar c’hoari ze ? Terri a rit va fenn d’in adarre gand ho randonerez a vilin, a vansounerien hag a zour o redek. Daoust ha goap a rit ac’hanoun, aotrou mear, c’houi hag an den ze ? Daoust ha goap a rit eus an dud a lezenn ? An dra ze a zeufe da drei da fall evidoc’h ho taou. Rust e vouez. Hast affo, Jakou, ha respont neat ha frank d’am goulennou. D'ar mear. N’em eus mui ezomm ebet ac’hanoc’h, aotrou mear ; ho trugarekaat a ran. Ar mear a stou hag a ya kuit.
Anaout a rez, war a leverer, eun den ma ’z eo Yann Pogamm e hano. Klask a ran an den ze evid e deurel er prizon, ha te gantan marteze, mar ec’h eus roet dourn d’ezan da zispenn ha da zismantra madou ha traou an dud vat.
N’em eus morse roet dourn d’ezan, e nep giz, evid ober troiou fall da zen. Her gwelet em eus, evelato, eur weach hepken, mintin