adarre. Jakou ar miliner, hag en em gave ganen, n’eus nemet eur pennadig, a lavaro d’eomp, sur, da beleac’h eo eat Yann Pogamm. Mont a ran d’her c’herc’hat ha ne rin nemet mont dont. Ar Mear a ya kuit.
Diou ha diou a ra peder ; peder ha teir a ra seiz ; seiz ha pemp a ra daouzek, ha teir a ra pemzek. Penaos e c’hellin, me, diluia ar guden reustlet ze ? Pemzek klemm a enep d’eun den hepken ; ha re all a zeuio, emichans. Mervel a rin, sur, dindan pouez al labour, dindan trubuilhou a c’houzanver, noz deiz, gand ar vicher daonet se a varner. Sell ! setu o tont en dro ar mear, ha gantan an hini ma ’z eo eat d’her c’herc’hat. Daoust hag e vezo an traou sklearoc’h erfin ?
Me a raio al labour a c’houlennit, aotrou barner, warc’hoaz vintin, hirio zoken, marteze, mar gellan kavout mansounerien.
Piou a gomz ouzit diwarbenn eul labour