Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/16

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

dour moc’h, eur c’heuneutaer, eur c’heginer, ha me oar me ? Bemdez e tigemeran eur c’hlemm nevez bennak. Me fell d’in lakaat an archerien war seuliou eun den tamallet gant kemend all a dud.

Ar Mear

Eul lampon eo, eul laer, eun torfedour marteze ?

Ar Barner

Tamm ebet ; den ne lavar e divije laeret tra ; den ne lavar e ve eur ribler ; met kant micher en deus, holl dishenvel bras an eil re dioc’h ar re all ; hag oc’h ober, tro e tro, an holl vicheriou ze, labourat a ra gwasoc’h gwasa war pep hini anezo. Ne ra ken nemet terri, dispenna, diskar ha koll kement tra a gouez etre e zaouarn. Ha ne ket gant fallagriez eo, met abalamour d’e zotoni ha d’e ziouiziegez. Dleout a ra, er c’hiz se, evid ar gaou great gantan, eur bern teo a arc’hant hag a varc’hadourez e Guitalmeze, e Lokournan, e Brest, e Lanniliz, e Landerne, e Kemper zoken ; ne vezo ket gouest biken da baea ar pez a dle. Me fell d’in, evelato, her gervel dirazoun.

Ar Mear

Gouzout a rit e hano, marteze, aotrou barner ?

Ar Barner

Her gouzout a ran, sur ; e hano eo Yann Pogamm.

Ar Mear

Feiz ! aotrou barner, eaz e vezo e gavout