Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —
Ar Barner, souezet eun tammig

Ha, ha !

Ar Mear

Hag an dour a red, tu ma, tu hont.

Ar Barner

Petra a ra kementse d’in, aotrou mear ? Petra a ra d’in ar vilin, ar voger diskaret, an dour red, ar miliner, ar vilinerez ha n’ousped tra all na zellont ket ouzin. Ne ket evit se eo e teuan.

Ar Mear

Ho tigarez, me ho ped, aotrou barner ; roit d’in, mar plich, neuze, ho kourc’hemennou.

Ar Barner

E peleac’h e kavin me, an archerien, hirio. Ezomm am eus anezo.

Ar Mear

Emaint en o zi, me gred.

Ar Barner

Mat ; lavaret a reot, me ho ped, d’an hini a zo er penn ganto dont d’am welet evid eun dra a bouez bras. Sellit ouz ar follennou paper ma a zougan. Pep follenn baper a zo skrivet warni eur c’hlemm great gand unan bennak. Klemmou am eus digemeret digand eur maread tud, da c’houzout, eur barazer, eur c’here, eul labourer douar, eur c’halvez, eur botaouer koad, eur poder, eur boulonjer, eur marc’ha-