ziou a bep seurt diwarbenn da stang villiget a laosk he dour da vont e parkeier an dud ? Digemeret em eus meur a lizer digant da amezeien evid en em glemm ac’hanout. Daoust hag e likii mansounerien da ober al labour ? Lavar ’ta.
Me a fellfe d’in, a greiz kalon, hen ober, aotrou mear. Met her gouzout a rit eveldoun, ne gaver breman, e nep leac’h, na micherourien, na devezourien, na mevelien. Abarz ma kavin, me, unan anezo, va azen a lavaro ar Bater noster kerkouls ha c’houi.
N’eus forz ; red eo d’it, kousto pe gousto, lakaat al labour da vont en dro ; ma n’her grez ket warc’hoaz, d’an divezata, ne d-aio ket mat an traou ganez, Jakou. O sellet oc’h ar meaz. Re zivezat eo, ’m eus aon. Setu o tont an aotrou barner ; hor gwelet en deus, ni hon daou, hag e teu aman, tenval e zremm. Rust eo da welet. En abeg d’it eo, e teu, sur eo. Kea kuit buana ma c’helli. Jakou a ya kuit d’an daou lamm. Ar barner a zeu, e zillad bemdez warnan, paperiou en e zourn.
Aotrou barner, Jakou ar miliner a zo bet diskaret moger e vilin.